Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

BRASTRES EVIT KENSTAGDED AN TIRIAD

Un diell-steuñviñ strategel eo ar brastres evit kenstagded an tiriad (BEKT). Gantañ e vez treset an hentoù bras a vo aet gante evit kempenn, diorren ha gwareziñ ar c’horn-bro er 15 vlez da zonet. Istimet e vez bep 6 vlez, ha goude-se e c’hell bout adwelet pe kemmet.

Tri zeul bras zo er BEKT :

  1. An danevell a ziskouez stad an traoù (diagnostik an tiriad, da skouer), hag a zo enni ur sintezenn, abegoù ar raktres hag an istimadur a-fet an endro
  2. Ar raktres terkiñ ha diorren padus (RTDP) a ya d’ober ar strategiezh a zo bet choazet evit an tiriad
  3. An teul evit ar sturiiñ hag ar palioù (TSP), a zispleg strategiezh an tiriad

O klask ar c’hempouez hag ar c’hempoell e vezer dalc’hmat

Dre natur ec’h eo ar BEKT un diell evit meur a servij er memes live, ha neket unan evit ur « gennad » hepken. Temoù a bep seurt zo ennañ (poblañs, lojeiz, ekonomiezh, kenwerzh, treuzdougen, aveadurioù, danframmoù, energiezh, riskloù, danvezioù naturel...) Dre-se e rank ober diouzh ma vo kempoell teulioù ar gennadoù a zo liammet outañ (steuñvoù lec’hel ar c’hêraoziñ (SLK), programm lec’hel al lojeiz (PLL), steuñv monedone e kêr (SMK), ha kement zo.)