Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

DEGEMER AR GANTREIDI

Aire d'accueil des gens du voyage à Theix-Noyalo

Meret e vez al leurioù-degemer gant an tolpad-kêrioù rak fiziet eo bet ar servij publik-se ennañ. Setu e klask tachadoù evit an hañv, hag e sikour familhoù zo en ur mod difer. Hervez ar pezh a zo goulennet gant ar reolennoù a gaver e Brastres an departamant evit degemer hag herberc’hiiñ kantreidi, e klask ivez ar gumuniezh tolpad-kêrioù penaos aoziñ an traoù dre vras àr he zachad, ha sikour a ra an dud pa vez anv a grouiñ tachadoù evit familhoù.