Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

DESKADUREZH UHEL

Enseignement

En ur skoulmiñ liammoù gant ar skolioù-meur hag ar skolioù bras ag e diriad e ren Ar Mor Bihan - Gwened tolpad ur politikerezh keodedel troet àr-zu ar re yaouank hag o amzer-da-zonet.

En un doare fetis e sikour an tolpad-kêrioù da ziorren ar stummadurioù deskadurezh uhel, an hentennoù àr-lec’h ar vachelouriezh, an hentennoù micherel, pe ar stummadurioù a-hed ar vuhez. An etrekumunelezh a respont ivez da wir gudennoù a-fet ezhommoù lec’hel pe terkiñ lec’hioù kelenn. E-keit-se e vez kaset gant Ar Mor Bihan - Gwened tolpad meur a ober da benn evit ar studierion (koumanant Kicéo, prestiñ belo, ha kement zo) evit gwarantiñ dezhe ur c’halite beviñ e-pad o studioù.

Oberoù kaset da benn

  • argantaouiñ sevel skol-veur Tohanig
  • skoaziadennoù mont en-dro roet da Skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB), da Skol-veur gatolik ar C'hornôg (SKK), ha sikour ur wezh ar mare da derkiñ salioù-kelenn.
  • kenlabour gant stummerezh an ijinourion siberdifenn bet krouet e 2013 ha roet gant Skol vroadel uhel ijinourion Kreisteiz Breizh (SBUIKB).
  • argantaouiñ ar gador-gelenn embregerezhioù evit ar roadennoù digor
  • prestiñ salioù evit ar skolioù deskadurezh uhel (ICAM, France Business School)
  • kemer perzh er skol-veur holl oadoù

Reiñ a ra tro an oberoù-se da genderc’hel da lakaat niver ar studierion hag ar skolidi da greskiñ, da zigeriñ stummadurioù nevez ha da greñvaat brud Gwened evel trede kêr skolveurel e Breizh.