Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

DIGORADUR AR PARKLEC’H ESKEMM KENTAÑ

Monedone
09/10/2017
P+R
Ar c’hentañ parklec’h eskemm (P+E) ag an tolpad zo bet nevez-digoret en antre Kornôg Gwened. Ar soñj a zo kinnig d’an dud laoskel o c’hirri hag o broudiñ da implijiñ modoù treuzdougen boutin pe etremodel evit aesaat mont da greiz-kêr.

140 plas parkiñ otoioù zo er P+E-se, en o mesk 3 flas evit an dud dalc’het en o c’herzhed ha 2 blas miret evit ar c’harbedoù tredan (gant bonnoù-adkargiñ), hag ul leur-barkiñ evit an divrodegoù. Hentoù suraet evit an dud àr droad zo bet rakwelet ivez betek an arsavioù treuzdougen boutin tostik-tost d’an tachad parkiñ, gant goudorennoù.

Aes-tre e vez mont d’ar parklec’h-se, lec’hiet e Kerangwenn, e kumun Ploveren, dre m’emañ e-tal an HB 165 ha ma vez eeun mont di adal eskemmer Kornôg Gwened.

A-raok al lec’hioù strobet (kroashentoù-tro Kerangwenn hag ar Fourchenn) ha tost d’an tachadoù kenwerzh darempredet stank, e kas aes da groashent-tro an Arvor, ha doareoù etremodelezh a zo, dre an treuzdougen boutin Kicéo dreist-holl.

Evit gwir e vez deservijet ar P+E gant al linenn Kicéo 2 hag a dremen bep  10 munut. Ganti e c’heller mont buan da greiz-kêr (10 mn e pad an hentad) ha betek bremañ emañ penn al linenn e tachad Tohanig. Busoù al linenn 6 a c’heller tapout ivez. Tremen a reont bep 20 munut hag e reont un dro etre ar Fourchenn, ar Republik, an ti-gar, ar skol-veur/PIBS hag an EST.

Al labourioù a oa bet boulc’het e-kreiz miz Ebrel 2017 hag emaint da zisoc’hiñ àr-dro an 2l pemzekteziad a viz Du gant achuamant al labourioù ardremez. A-c’houde an 20 a viz Gwengolo emañ digor ar parklec’h avat.

47.66035845335, -2.795757651329