Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

DIGRESKIÑ E LASTEZ : DESKET E VEZ

An tamm lastez gwellañ eo an hini na broduer ket ! Ha neoazh ne vez ket aes bepred cheñch e vod da veveziñ hag adwelet e voazioù d’em zerc’hel. Setu perak e vez harpet an tiegezhioù gant an tolpad-kêrioù evit deskiñ jestroù eeun d’ober bemdez.

Oberiadenn « Tiegezhioù test » : 25 % a zilerc’hioù nebeutoc’h

E-pad tost da 4 miz ec’h eus bet kaset un oberiadenn anvet « Tiegezhioù test » da benn, gant 36 familh ag ar c’horn-bro. Disoc’h : 25% a zilerc’hioù produet nebeutoc’h. Ur bilañs kalonekaus-bras !

E 2 brantad emañ bet kaset ar programm-se da benn. Da gentañ e oa bet lakaet evezh ouzh emzalc’hioù pep tiegezh e-pad 5 sizhunvezh. Gant-se e oa bet gellet muzuliiñ peseurt levezon a c’hellehe bout ar jestroù dizarbenn hervez ar c’hementadoù lastez produet. Goude-se, e-pad 6 sizhunvezh, en deus pep tiegezh dibabet 4 jestr d’ober en ur roll 14 jestr a oa bet kinniget dezhe.