Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

ENSAVADUR

AN DILÉURIEREZH SERVIJ PUBLIK

Votet e vez politikerezh hollek an dilec’hiiñ evit ar 34 c’humun a zo enni gant Mor Bihan – Gwened evit respont d’ar pezh a zo dober e-keñver monedone er gumuniezh. Fiziet eo al labour meriñ ha kenurzhiiñ ar servijoù e CTGMVA (Kompagnunezh an treuzdougen Mor Bihan – Gwened an tolpad-kêrioù).

Kefridioù CTGMVA evit ar rouedad Kicéo :

  • meriñ an dilec’hiiñ àr ar rouedad
  • gwarantiñ kalite ar servij
  • kelaouiñ ar pratikoù ha brudiñ ar rouedad
  • skigniñ an teulioù treuzdougen
  • pourchas stadegoù
  • degas e vailhoni evit gwellaat ha diorren ar rouedad

Gant ar rouedad Kicéo e vez pourchaset busoù, kirri-boutin ha kirri ispisial evit kinnig servijoù a bep seurt hag a glot gant an eurioù ha doberioù an dud.