Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

DOAREIOÙ_GWIENN OBERATAER NEVEZ : AR WIENN UHELGAS DINDAN 40 EURO AR MIZ

Niverel
01/02/2017
THD
Ma c’hell ho ti degemer ar wienn Videofutur e c’hellit seurfiñ àr ar Genrouedad diàr vremañ gant ar c’has uhel-kenañ. En tolpad-kêrioù e kinnig ar wienn Videofutur kalz servijoù strollet en ur c’hinnig triple play evit 39,90 € ar miz.

Altitude Infrastructure, a zispak ar rouedad gwienn optikel REV@ er Mor Bihan - Gwened tolpad, a ginnig ar wienn Videofutur gwerzhet bremañ gant an oberataer Vitis d’an hiniennoù a c’hell degemer ar wienn REV@.

Er c’hinnig triple play Gwienn Videofutur, kinniget evit 39,90 € ar miz, ec’h eus meur a dra :

  • ur moned àr ar Genrouedad kas uhel-kenañ betek 1Gb/s
  • ar skinwel gant ar chadennoù TNT, chadennoù premium hag ar stignadoù evit adwelet o abadennoù
  • ur moned hep bevenn ebet da 1.000 a filmoù hag a dresadennoù-bev bep miz
  • ur moned diouzh ar gartenn da ouzhpenn 15.000 a filmoù hag a heuliadoù, en o zouez ar filmoù nevez
  • kalz a arloadoù evit kaout muioc’h c’hoazh a zanvez
  • ar pellgehenterezh

Gellout a ra ar goumananterion dibab resev ar chadenn beIN Sports evit 15€ ar miz hep bout dalc’het hag evel-se ober o mad ag adtreuzkas kalz a abadennoù sport.