Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

ENDRO

Marais_de_Sene

Evit lakaat da dalvout al lezenn ag an 18 a viz Eost 2015 a-zivout ar cheñchamant doare energiezh hag ar c’hresk glas, en do Mor Bihan - Gwened tolpad-kêrioù da sevel Steuñv hin aer energiezh an tiriad (SHAET).

Ar benveg steuñviñ-se zo ur raktres evit an tiriad hag a zalc’h kont a zalc’hoù an hin, an aer, an energiezh ha razh, hervez meur a ahel obererezh :

  • bihanaat an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer (GET)
  • em ober ouzh ar cheñchamant hin
  • beveziñ nebeutoc’h a energiezh
  • gwellaat kalite an aer
  • kas an energiezhioù nevezadus àr-raok

Gant ar SHAET e ta an diazezadur publik da vout kenurzhiour hag oberour ar cheñchamant doare energiezh, asambles gant holl ar berzhidi (embregerezhioù, kevredigezhioù, keodedourion...) empleget hag engouestlet el labour-se.

A-barzh ar SHAET ec’h eus :

  • un diagnostik
  • ur strategiezh tiriadel
  • ur steuñv oberoù
  • ur stignad evezhiiñ ha priziiñli>

Rankout a ra bout savet bep 6 vlez ha derc’hel kont ag ar brastresoù rannvroel hin, aer, energiezh (BRHAE) hag ar brastres evit kenstagded an tiriad (BEKT).