Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

HO PEAJOÙ KEVREET GANT AN ARLOAD KICEO

Monedone
09/10/2017
Tickizz
C’hwi a faot deoc’h gouiet pegoulz resis e tremeno ar bus kentañ, rakwelet ho hentad pe gouiet pe arsav eo an hani tostañ da bal ho peaj ? Pellgargit an arload Kicéo ‘ta hag ho po titouroù àr ar rouedad bep ma taint.

Gant an arload-se, kinniget a-vat dre App Store ha Google Play, e c’hell ar veajourion lakaat kouchiñ o hent hag o eurioù gant an dremeniri, àr-bouez arc’hweladurioù spisaet bep ma vez titouroù nevez, gouiet pegoulz e tremeno ar bus kentañ, jediñ un hentad hag e welet àr ar gartenn.

An arload-se a zo darn ag ar reizhiad doareata lakaet e plas gant Kicéo. Gantañ e vez douarlec’hiet ar c’harbedoù, roet titouroù en arsavioù hag er busoù hag e c’hell ar vleinerion em ober doc’h an dremeniri (eurioù resis e pep arsav, meriñ an dizroennoù, alarm argoll …).

Un diskoulm kavet gant ar rouedad treuzdougen boutin evit gwellaat e servij, an tostañ ar gwellañ d’an dud a ra gantañ.