Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

IMPLIJ HA KENEMPRIÑ

L’emploi, un enjeu social et économique prioritaire

Un dra pouezus-kaer eo an implij evit Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù, a-fet ar gevredigezh hag an ekonomiezh. Bez’ zo daou lec’h degemer evit an implij, meret gant ar gumuniezh, el Loc’h hag e Rewiz. O c’hefridi eo aesaat an difraeoù d’an dud a glask labour ha sikour an implijerion da duta. Er c’horn-bro zo lec’hioù degemer arall evit an implij, meret gant kumunioù. Servijoù hañval a ginnigont.

Brudiñ ar gennadoù lañsus

An etrekumunelezh a ra ivez traoù evit an implij, da skouer an oberiadenn « Hor micherioù en amzer da zonet », sturiet gant bro Gwened. Abadennoù a-leizh a oa bet evit ober anaoudegezh gant gennadoù lañsus ma kaver labour.

A-hend-arall, e-barzh e bolitikerezh da sikour an implij, Mor Bihan Gwened tolpad-kêrioù a ver 2 chanter kenempriñ hag a ro tro d’an dud a zo ar pellañ diouzh marc’had al labour da adkavout ur plas ennañ.

Sellet ouzh kartenn al Lec’hioù degemer evit an implij er c’horn-bro.