Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

KELAOUIÑ

ecomobilite

Monet a ra an tolpad-kêrioù davet an implijidi ha bugale ar skolioù evit o c’helaouiñ àr ar modoù da vonet ha da zonet a zouj an endro ar muiañ.

Mor Bihan – Gwened tolpad a sikour an embregerezhioù en o difraeoù evit broudiñ an dud da vonet àr velo, àr droad, gant an treuzdougen boutin ha da genweturiñ. A-hend-all e c’hell an embregerezhioù gober gant ur steuñv monedone an embregerezh (PDE). Staliet e vez gant an implijerion evit :

meriñ gwelloc’h ar monedone etre ar gêr hag al labour hag e diabarzh al labour evit a sell ouzh an implijidi

broudiñ d’ober kentoc’h gant ar modoù dilec’hiiñ a espern an energiezh hag a zouj an endro ar muiañ

digreskiñ niver ha stankter an dilec’hiadennoù

Kelaouiñ ar vugale an abretañ ar gwellañ

Talvoudus eo kelaouiñ ar vugale an abretañ ar gwellañ àr ar pezh a sell ouzh gwareziñ an endro, an dra-se zo kaoz ez a Mor Bihan – Gwened trema ar skolidi CM1 ha CM2 ivez. Dre abadennoù 2 euriad a-zivout ar pezh a zo e dalc’h evit ar monedone e vez lakaet ar skolidi da soñjal en ur mod dudius àr ar modoù treuzdougen, o ferzhioù mat hag o ferzhioù fall, o levezon àr an endro.