Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

ENSAVADUR

KENGRED

EAS

Er c’horn-bro e vez kenurzhiet an oberoù kaset da benn evit an dud kozh gant kreizenn emrenerezh henidi Gwened (KEH). Evit an dra-se ec’h eus bet savet ur rouedad kempoell evit meriñ an titouroù hag aoziñ an emelladennoù. An dud 60 vlez hag ouzhpenn n’o dez ket holl ar memes hentad buhez ha n’o dez ket ezhomm ag ar memes prederioù. Setu perak e saver ar gefridi ambroug-se, kaset en-dro dre gendiviziñ gant kalz a gevelerion, goude bout priziet ezhommoù pep unan evit degas ar servij gwellañ d’an implijerion.

Gant ar c’hKEH, ul lec’h degemer, selaou, aliiñ hag heñchiñ, e vez kaset ur greizenn dafar en-dro ivez evit gellout kaout digor àr produioù sevenadurel a-leizh (prestiñ levrioù, CDoù, DVDoù, kazetennoù ha kement zo evit netra. Gant ar skipailhoù e vez savet ivez oberoù dizarbenn evit an dud kozh (prezegennoù, foromoù, atalieroù tematek).