Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

KOULZAD “NEVESAET” : HO KENDIVIZER EVIT ARBOELL ENERGIEZH Evit razh ar c’humunioù

Annez
09/10/2017
L’Opération Rénovée est étendue aux 34 communes de Golfe du Morbihan – Vannes agglomération
Gant ar c’houlzad « Nevesaet » e kinnig Mor Bihan Gwened tolpad ur gwir wiched unik evit an nevesadur energetek. Anv zo a skoazelliñ, en ur mod neptu ha dizalc’h, razh ar berc’henned é chom en un annez pennañ bet savet ouzhpenn 15 vlez zo, hag a faot dezhe gober labourioù evit arboelliñ energiezh.

Da-gentañ e vez graet un diagnostik energetek. Gantañ e c’heller gwelet e peseurt stad emañ al lojeris e-raok kinnig meur a senario evit kas labourioù kempoell hag efedus da benn. Hervez ho korvoder e vo digoust an diagnostik pe e viot skoazellet gant an tolpad-kêrioù. Àr-lerc’h e vo roet harp d’an tiadoù, a-vat, àr an dachenn deknikel hag a-fet argant, gant ar c’houlzad « Nevesaet » : aliet e viot da choaz ar senario gwellañ, lakaet e viot e darempred gant tud a vicher kevelerion, roet e vo alioù àr ar rakprizioù, ar skoaziadoù argant … Mar bez arboellet d’ar bihanañ 25 % ag an energiezh gant ar raktres dalc’het ha mar bez ho korvoder doc’h divizoù ar c’houlzad e vo roet deoc’h ur skoaziad etre 1 000 ha 4 000 € gant an tolpad.

Hag evit ma vo aesoc’h an difraeoù d’an implijerion e ra ar c’houlzad « Nevesaet » àr-dro ar goulennoù skoazell kaset da ajañs broadel an anneziñ (ABRA) ha da departamant ar Mor-Bihan. Mat eo gouiet ivez n’hell ket ar skoaziadoù bout en tu-hont da 80 % a sammad PTB ar raktres labourioù.

Gouiet hiroc’h :
www.operation-renovee.fr
contact@operation-renovee.fr
02 97 60 42 55

Ag al Lun d’ar Gwener etre 9 eur ha kreisteiz hag etre 2e ha 5e30 e sez Mor Bihan Gwened tolpad 30 straed Alfred Kastler, P.I.B.S.2, 56006 GWENED

Emgavioù a-ratozh gant ar c’houlzad « Nevesaet » a vo ivez, en ho kornad :

• d’an 21/09 e Baden

• d’ar 06/10 en Elven

• d’an 19/10 e Sarzhav

• d’ar 26/10 e Teiz-Noaloù