Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

ENSAVADUR

LASTEZ

Dechetteries

An deizioù, an niver a wezhioù ma vez dastumet al lastez hag ar mod d’o dastum a vo miret evel m’emaint e pep kumun.
En un eil prantad e vo prederiet evit gouiet penaos gwellaat an troiadoù dastum lastez zo anezhe bremañ ha, mar bez ezhomm, ar modoù ober. Ar servijoù arall a vo savet en tri DPKE kozh (rotelerioù, amiant, breviñ ar glazaj bras, dafar evit an abadennoù, ha kement zo) hag a gendalc’ho da vont en-dro gant ar memes divizoù.

Lasterezhioù an tiriad nevez

12 lastezerezh zo en tolpad-kêrioù. Emaint e :

  • Kervelin e Sant-Teve
  • Talwazh en Aradon
  • Lambouc’h en Elven
  • Bonnervo e Teiz-Noaloù
  • hent Meriadeg e Ploveren
  • Ar Vilig en Arzh
  • Tohanig e Gwened
  • Enizenac’h
  • Kerherve e Lokmaria-Gregam
  • Boderin e Sarzhav
  • Kersaoz e Lokentaz
  • Redoù en Arzhon-Rewiz

Gwelet kartenn an holl lec’hiadoù.

Ouzhpenn meriñ al lastez e ra an tolpad-kêrioù e seizh gwellañ evit kizidikaat an dud àr bep tachenn (skolidi, tud voutin, tud a vicher, kevredigezhioù ha kement zo) evit digreskiñ ar produiñ lastez ha kreskiñ an diveskiñ a-ziforc’h. Dalc’het e vez kont ag an engouestl-se er programm lec’hel evit dizarbenn al lastez, savet gant an AAEME* hag a rank bastiñ da balioù al lezenn Grenelle, ha gant al label Tiriad dilerc’h ebet foranerezh ebet nevez-tapet.