Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

Ur bajennad nevez a vo troet gant rouedad Mediaouegoù ar Mor Bihan

Sevenadur
01/10/2018
Null
E miz an Azvent (Kerzu) e vo kroget gant ur bajennad nevez ag istoer ar 14 mediaoueg ag an tolpad-kêrioù. Un tañva anezhi zo bet roet d’an implijerion dija. Gant sikour an tolpad-kêrioù emañ rouedad mediaouegoù ar Mor Bihan é skriviñ ur bajennad nevez ag he istoer, gant ur porched niverel laket boutin.

A-c’houde meur a viz dija e labour ar skipailhoù a-unan evit lakat mediaouegoù an tolpad en ur rouedad : 36 levraoueg e 34 c’humun. Un istoer hir eo hag a vo skrivet tamm-ha-tamm, a bennad da bennad, hag achuet e 2021, pa vo degemeret ar c’humunioù diwezhañ er rouedad.

Darn implijerion zo bet lodek en istoer-se dija p’o deus gwelet cheñchamantoù a-barzh o mediaoueg en distro-skol-mañ. Pevarzek mediaoueg a labour gant ar mem meziant hag ar mem diaz roadennoù evit lakat boutin o dafar betek miz an Azvent. A-benn neuze e vo laket porched niverel ar rouedad en amen d’an holl. Da c’hortoz e vez adkaset ar wiaderion trema ur lec’hienn eeun ma c’hell pep hini lenn ar c’hatalog ha monet d’e gont evit meriñ an teulioù miret.

A-benn miz an Azvent, dre ar porched nevez, e c’hello an dud klikiñ àr mediaoueg o c’humun ha gwelet an teulioù nevez-prenet, mirout teulioù enlinenn, astenn un amprest, anavouet dibaboù ar levraouegerion ha gwelet roadennoù niverel pa garont (videoioù kement ha ma karit, kinnigoù emstummiñ, levreloù da bellgargiñ…).

E miz Gwengolo 2019 e tremenimp d’ur bazenn arall, pa c’hello lennerion pep kumun amprestiñ teulioù e dalc’hadoù ar mediaouegoù amezek (gronnet e isrouedadoù hervez an diazadoù buhez) evit aesaat kas-degas an oberennoù etre an implijerion.

A-benn an daou vlez goude e vo degemeret daouzek mediaoueg arall er rouedad kredapl. Tamm-ha-tamm e vo ar c’hinnig boutin nevez en amen da implijerion ar frammoù-se, hervez prantad enframmiñ o mediaoueg.

En unvaniezh emañ an nerzh
Gant ar rouedad-se e faot da gumunioù an tolpad unaniñ o nerzhioù hag ober ur c’hinnig a-stroll er lec’hioù sevenadurel-se. Er mod-se e vez kempoell o folitikerezh foran dre ma tegasont d’an dud gouiziegezh a bep seurt ha ma kemeront perzh evit brudiñ ha skigniñ ar c’hrouiñ sevenadurel dre an tolpad a-bezh.