Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Petra gober gant an dilerc’hioù amiantet ?

Lastez
21/01/2019
Que faire des déchets amiantés ?
Ne laker ket an dilerc’hioù amiantet er lastezerezh. Evit bout an dizober doc’hte hag o distrujiñ e kinnig an tolpad ur servij a-ratozh d’an dud. Rekis eo lakat e anv e-raok evit gwelet ha kouchiñ a ra ho koulenn doc’h divizoù ar servij-se (kementad bevennet).

Goude-se e vez roet ar lec’h hag an deiz ma c’hellot degas an dilerc’hioù. Ur wezh enskivet e vo trawalc’h deoc’h mont da sez an tolpad (pe lastezerezh Arzhon-Rewiz, Lokentaz, Sarzhav) da c’houlenn ur sac’h mod big-bag.

Ne vo aotreet mod pakiñ arall ebet evit skarzhiñ an dilerc’hioù amiantet. Àr-lerc’h e vo dav degas ar big-bag serret-kloz d’ar lec’h a vo roet deoc’h da vare an enskrivadur.

Enskrivadur dre ret : Renerezh an endro – 02 97 68 33 81