Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

PROGRAMM LEC’HEL AL LOJEIZ

Programme local de l'habitat

Programm lec’hel al lojeiz (PLL) eo an diell strategel a zifer petra a zo d’ober evit sturiiñ politikerezh al lojeiz ha penaos en ober. Gant an diell-se e klasker bastiñ d’an ezhommoù annezioù, meskiñ ar renkadoù tud hag ingaliñ diouzh ar gwellañ an annezioù a bep seurt a ginniger er c’horn-bro a-bezh.

PLL Gwened tolpad-kêrioù

E Gwened tolpad-kêrioù zo ur PLL abaoe 1996. Degemeret e oa bet ar PLL a vremañ e miz an Azvent 2015. Talvout a ra evit ar prantad 2016-2021, ha klask a ra ober diouzh ma c’hello pep hini kavout ul lojeiz hag a glot gant e ezhommoù.

PLL Kumuniezh-kumunioù gourenez Rewiz (KKGR)

Votet e oa bet he f-PLL gant KKGR e miz Gwengolo 2011. Ennañ zo meur a vennad hardizh da seveniñ e-korf 6 vlez. Klask a ra, da skouer, gorrekaat lusk ar sevel tier, ober muioc’h a dier evit tud ar vro ha nebeutoc’h a dier-vakañsoù, kement-se evit mestroniiñ kresk ar boblañs hag adreiñ lañs d’ar cheñchamantoù lojeiz. Gant-se e venner kinnig annezioù diouzh plegenn pep hini, ar cheñchamantoù er familhoù ha oad an dud.