Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

SIKOUR D’AR POSTIÑ EVIT FEURMIÑ : GOUIET PEP TRA DIÀR-BENN AR STIGNAD PINEL

Politikerezh
12/03/2017
pinel
Gant ar stignad Pinel e c’heller bout un digresk tailhoù evit preniñ pe sevel ul lojeiz nevez. En eskemm e vo goulennet gant ar perc’henn grataat feurmiñ e lojeiz e-pad 6 vlez d’an nebeutañ.

Gant ar stignad-se da sikour ar postiñ evit feurmiñ e c’heller bout un digresk tailhoù evit preniñ pe sevel ul lojeiz nevez. En eskemm e vo goulennet gant ar perc’henn grataat e feurmiñ hep netra e-barzh, da vout impljet evel annez pennañ, en ur priz izeloc’h evit hini ar marc’had e-pad 6 vlez d’an nebeutañ. Gellout a ray bout kendalc’het evel-se e-pad 9 pe 12 vlez.

Diwallit, neoazh, rak ne c’heller ket degemer holl ar c’humunioù er stignad-se (miret evit ar c’humunioù ma vez sellet marc’had al lojeiz gant ar Stad evel tenn (takadoù A, A bis, B1 ha B2, evel ma lavarer, o deus bet ur gratadur disdalc’hus).

Ar c’humunioù a c’hell bout degemeret en tiriad

Setu amañ ar c’humunioù ag Ar Mor Bihan - Gwened tolpad a c’hell bout degemeret er stignad Pinel : Gwened, Aradon, Ploveren, Pleskob, Sant-Teve, Teiz-Noaloù, an Elven, Sarzhav, Lokentaz hag Arzhon-Rewiz.

Gant meur a lec’hienn Internet droukrañsus ha dambrezet e vez embannet e c’hell holl gumunioù an tolpad-kêrioù degemer ar stignad-se. N’eo ket gwir. Al lec’hienn ofisiel nemeti a c’heller lakaat fiziañs enni eo hini ministrerezh al Lojeiz hag an Annez padus.