Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

STALIIÑ AN NIVEREL

Fibre optique

Adal 2006, goude bout gwelet e oa izel ar c’hinnig prevez evit ar c’has uhel-kenañ (THD) evit an embregerezhioù, ne oa ket stank ar c’hinnigoù kas uhel ha kas uhel-kenañ hag e oa ur frailh niverel é tonet ennañ, en doa divizet an tolpad-kêrioù lakaat staliiñ ar c’has uhel-kenañ.

Ar rouedad REV@

Kroget e oa bet da staliiñ ar rouedad gwiennoù optikel REV@ e Gwened e 2007 evit reiñ lañs d’ar c’has uhel-kenañ evit an embregerezhioù hag an ensavadurioù publik.

Evit lakaat an ekonomiezh da gemer lañs fonnaploc’h e razh ar c’humunioù ha kinnig ar mem servij d’an dud an abretañ ar gwellañ, en doa fiziet an tolpad-kêrioù, e fin 2012, kefridi ar servij publik er stal Altitude Infrastructure.
Tri fal zo merket er gevrat :

  1. Staliiñ ar c’has uhel-kenañ a-benn 2015 e razh an tachadoù obererezh ha razh al lec’hioù publik, pe dost, en ur mod kempouez. Diàr vremañ emañ tizhet ar pal-mañ, da lavaret eo staliiñ ar rouedad gwiennoù optikel REV@ e kumunioù an tolpad-kêrioù.
  2. Kinnig da razh an dud en tolpad-kêrioù lec’h nend eo ket staliet an ADSL kaout ur c’has 4 Mbps d’an nebeutañ, betek 10 Mbps, adal 2014. Ouzhpenn 2.500 tiad a sell an afer-se oute. Emañ ret aze koazhiñ an tachadoù gwenn ha lakaat ar c’has hag ar servijoù evit an holl da greskiñ.
  3. Staliiñ rodelloù lec’hel FTTH (Fiber To The Home – gwienn optikel a ya betek ti an dud koumanantet) evit reiñ muioc’h a lañs d’ar c’has uhel-kenañ e ti an dud nend int ket é veviñ e Gwened.

Gouestlet he deus ar stal REV@ staliiñ gwiennoù e-maez Gwened da gentañ hag er mod a zo bet termenet, da lavaret eo klokaat ar pezh zo da vout staliet gant stalioù etre 2012 ha 2020, gober da gentañ àr-dro an tachadoù lec’h ma c’houzañver ar muiañ ar frailh niverel, ha gober se ivez en ur mod kempouez e pep lec’h er gumuniezh evit degas lañs ar c’has uhel-kenañ en tolpad-kêrioù a-bezh.