Site Web de Vannes Agglomération

Sujed ar miz

<< Glad ha Sevenadurioù

Dafar niverel

Beviñ e sevenadur, en desped d’an digenvez, d’an abadennoù nullet dre ma n’heller ket tolpiñ an dud… Adal du-se e c’hellit bourriñ ag an dafar niverel stank a zo evit an oadourion hag ar vugale, teulfilmoù, teuliadoù istorel, pellgentelioù brezhoneg, abadennoù radio, kelaouadennoù, tutorialoù hag atalieroù, e  Bécédia, KUB, Brezhoweb, Oufipo, ha lec’h arall…

Ar Radio Bro Gwened :

Michel Corrignan, kontour ag ar gevredigezh Teskaouerion Memor a oa kouviet, goude digoradur an arvest « Ar Maezoù Modern »… Adselaou ar podkast e www.kubweb.media/page/remembrement-glaneurs-de-memoire-conte-bretagne-corrignan-avenel.
Ur sujed hag a c’heller adkavout e www.kubweb.media/page/remembrement-glaneurs-de-memoire-conte-bretagne-corrignan-avenel.

Klevit kentelioù brezhoneg e galleg, "Lârit àr ma lerc'h", get Serge Bozeg !
www.radiobreizh.bzh/fr/emission.php?emid=552
Adkavit ivez (tost da 200 abadenn) kentelioù Albert Bocher, unan ag ar ouizieion àr ar brezhoneg er Mor-Bihan.
http://www.radiobreizh.bzh/fr/archives.php?emid=23

Selaouit doc’h kontadennoù e brezhoneg :

"A liv ar loar hag ar stered" !, kontadennoù lâret get meur a vouezh, kaset da benn get ur bare tud a-youl vat ha gopridi RBG
Da adkavout e programmoù RBG hag e www.radiobreizh.bzh/bzh/archives.php?emid=557

Ha dre ma komzomp ag istoerioù kontet, adkavit an abadenn istoerioù kontet ha muzik choazet get Gentas Buhe "Trouz ha Safar" :
www.radiobreizh.bzh/bzh/emission.php?emid=542

Sellit doc’h roll an dafar dre dem e lec’hienn Internet Rannvro Breizh.

Er gêr e c’heller c’hoari ! Ho kouviiñ a ra ar gevredigezh Sevenadurioù Breizh da c’hoari un tamm…C’HOARIOMP !

Glad ha Sevenadurioù