Diwezhañ
Adkempenn Ti an embregerezhioù Créalis : bourraploc’h c’hoazh

Ar gloestraj zo bet chañchet, ar magoerioù adlivet, al leur hag ar gouleier adkempennet evit ma vo kletoc’h al lec’h ha ma jaojo doc’h ar c’hejadennoù etre ar feurmerion. Evit kenderc’hel get al lusk-se ec’h eus raktreset labourioù arall, hag en o mesk ur graffiti aozet get un arzour ag ar gevredigezh « L’art prend la rue » hag a oa e penn raktres Dédale. Get savadurioù dedennus e faot d’ar gumuniezh tolpad-kêrioù desachiñ embregerezhioù nevez dreistholl.
Perc’henn eo ar gumuniezh àr un eil magerezh embregerezhioù ivez, ar Prism, hag a zo e PIBS Gwened. En daou aveadur-se, meret get Vipe Services, e c’heller herberc’hiiñ embregerezhioù nevez get feurmoù e prizioù marc’hadmatoc’h, kinnig dezhe servijoù laket boutin etreze hag ur skoazell bersonelaet.
Ti an embregerezhioù Créalis – 02 97 68 91 91 – Ti an embregerezhioù ar Prism 02 97 68 14 00 accueil@vipe-vannes.com Servij harpiñ an embregerezhioù : 02 97 68 70 69 – economie@gmvagglo.bzh