Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

An Akwagolfoù ho tegemer a-bad an hañv

Sportoù ha diverrañsoù
27/06/2022
1
N’eo ket brav an amzer ? N’eo ket evit ken nebeut a dra e troio da fall ho vakañsoù.

5 Akwagolf ar c’hornad-bro ho tegemer a-bad an hañv evit ur sortiadenn plijadurus, sportel pe asambl get ho familh. E Gregam, e Surzhur, en Elven hag e Gwened (Vanocea ha Kergadoù) emañ kreizennoù kouronkiñ an tolpad-kêrioù, get poulloù diavaez pe diabarzh, c’hoarioù, toboganioù ha kornioù c’hoari ha distenniñ. Razh an dud, ne vern o goustoù, a vourro eno ! Kentelioù evit deskiñ neuñval a vez kinniget ivez a-bad an hañv.