ENSAVADUR
BRASTRES HENTOÙ EVIT BELOIOÙ

Savet he deus ar gumuniezh tolpad-kêrioù ur brastres etrekumunel ag an hentoù ma c’heller monet àr velo, evit kaout muioc’h-mui a hentoù evit beloioù enni. An dra-se zo kaoz e sikour ar c’humunioù a ra àr-dro an hentoù renablet.
Mor Bihan – Gwened tolpad a ro argant d’ar c’humunioù evit o broudiñ da gempenn roudennoù evit beloioù ha lec’hioù evit o farkiñ. Da-geñver e Steuñv ar monedone e kêr (PDU) en deus lavaret Mor Bihan – Gwened tolpad sikour ar c’humunioù ivez da vroudiñ an dud d’ober gant beloioù tredan.