Diwezhañ
Muioc’h-mui a leurioù-kenweturiñ

Ul leur-genweturiñ nevez a za a vout peurachuet e Brandevi. E lec’hioù arall, ma vez dober ar muiañ, e reer labourioù brasaat ivez. Leur-genweturiñ Ploveren da skouer, àr-ribl an HB 165, he deus diskouezet e oa talvoudus dre ma talc’h da vout darempredet muioc’h-mui. Setu m’emañ bet brasaet en nevezamzer paseet. D’an 50 plas parkiñ a oa betek-henn ec’h eus bet oc’hpennet 31 plas àr un tachad en amen d’ar c’hirri ha d’an dud àr-droad. Da-heul al labourioù-se emañ daet leur Ploveren da vout muioc’h-mui un ehan liesvodel gouestlet d’ar pleustroù monedone a bep seurt. Un arsav-bus a zo ha daou gel beloioù suraet zo bet kempennet oc’hpenn ar gwasked beloioù a oa dija.