Diwezhañ
Gwened-Pleskob : an hent divrodegoù é tonet àr wel

Ur sikour bras e vo pa vo kempennet an hent divrodegoù etre Gwened ha Pleskob, etre kroashent-tro Santez-Anna ha hani Kerluern, get e dri c’hroashent-tro a-ratozh hag e ziv dreuzell. Pal prantad kentañ al labourioù a zo edan achuiñ e oa kempenn kroashent-tro Kerchopin hag al lodenn a gas da groashent-tro ar Vezid (Décathlon) hag a vo adkempennet ivez. E trimiziad kentañ 2024 e vo kroget get tennad nevez ar chanter evit kempenn an hent divrodegoù betak kroashent-tro an Arouezoù. E-pad ar prantad-se e c’hello ar c’hirri keflusket monet get an hent àr an tu Gwened-Pleskob ha diheñchet e vint àr an tu arall, adal Kerchopin.
An hentoù doujus hag a zo dober anezhe evit monet àr velo ac’h a àr-gresk en tolpad.
Muioc’h a zoareioù : www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/liaison-cyclable-vannes-ploeren