Diwezhañ
Emstrivit evit Trofeoù an eko

Ur raktres dibar ha nevezus zo get hoz embregerezh ?
Difenn a ra talvoudoù denel pe endroel kreñv ? Neuze e c’hellit emstriviñ evit resev unan a Drofeoù an eko a vez roet bep daou vlez get an tolpad-kêrioù. Evit an eil dalc’h-mañ e kendalc’ho an tolpad-kêrioù get e vennantez da lakat àr wel oberiantiz ha begon an dud a lusk rouedad ekonomikel ar c’hornad. Un dro e vo da deuler sklêrijenn àr embregererion engouestlet, tuet da grouiñ, hag àr raktresoù nevezus-tre. Er blez-mañ e vo roet ur priz ispisial d’ar filierennoù espar ivez.