Diwezhañ
Ur c’hendiviz da zonet a-ziàr ar Pol Eskemm Liesvod

A-barzh ar raktres Pol Eskemm Liesvod (PEL) e ti-gar Gwened e vo aozet ur c’hendiviz e-mesk an dud.
Kement-se evit roiñ da ouiet da annezidi an tiriad palioù bras ha perzhioù dibar ar raktres hag un dro e vo ivez da zastum soñjoù an dud evit priziiñ c’hoantoù an dud a implij pe a zo é chom e-tal an ti-gar ha gwellaat an diviz foran er mod-se.
Aozet e vo ar c’hendiviz-se e-raok ar studiadennoù kent-raktres evit peuraoziñ terkadur ar pol arc'hwelel-se ma kavo razh ar modoù diblasiñ o lec’h a-benn 2025.