Diwezhañ
Breizh Bocage
Perak kemer perzh er programm Breizh Garzhaoueg ?
Abaoe ugent vlez zo ec’h omp saverien saout-laezh bio, hag ezhomm hon eus a dakadoù geotek a-leizh. Merzet hon eus buan ne oa ket a c’harzhaoueg etre an takadoù, ha fellout a rae dimp adkrouiñ ar rouedad-se get girzhi ha kleuzioù. Ur choaz ken naturel ha tra, abalamour d’hor mod labour-douar. Setu e oamp bet dedennet buan get programm Breizh Garzhaoueg an tolpad [NGA : kinniget da gentañ get Sindikad kemmesk ar Loc’h hag ar Sal, hag abaoe 2019 get an tolpad] ha lakaet hor boa hon anv. Diaraogourien e oamp pemp blez zo, hag abaoe zo daet tud arall. Amezeion zo o deus plantet girzhi ha savet kleuzioù doc’h o fenn o-unan.
Penaos emañ kont àr an dachenn ?
Pa oa bet lakaet àr-sav e oamp bet sikouret e-pad tri blez. Meret eo an traoù get an tolpad, a-fet an argant hag al lec’haveiñ. Daet e oa meur a embregerezh evit plantiñ ar girzhi, ha tremenet mat e oa bepred. Evel-just, ar plantadegoù-se a vez graet get asant an amezeion. E-korf tri blez zo bet gellet plantiñ ha sevel 5 km a c’hirzhi hag a gleuzioù. En deiz hiziv ec’h eo ur gwir labour rak ret eo kempenn an traoù ur sort. Evit se zo ezhomm amzer hag un teknik dibar hervez ment ar gwez. Adplantiñ garzhaouegi zo ur striv graet get al labourerien-douar evit gwareziñ kalite an dour.
Petra eo heuliadoù kement-se ?
Ar programm Breizh Garzhaoueg a zegas traoù mat evit ar meterioù : getañ e c’heller adkrouiñ ur rouedad er spas, chom hep krignat an douar, rak en un takad torgennek ec’h omp, ha kement-se zo ampletus evit al loened hag ar plant tro-dro. Evel-se, ar c’harzhaoueg a glot get hor choaz a-fet al labour-douar. Mat-tre eo al labour-se evit an dud ivez. Kavout a ra dezhe ema spletus evit ar maezoù hag al loened, plijusoc’h evit o endro. Koulskoude, kerse am eus pa ne c’heller ket ober netra c’hoazh gant koad ar c’harzhaoueg. Mat e vefe lakaat ur sikour àr-sav evit meriñ ar c’harzhaoueg àr hir termen, get kevratoù da skouer, evit gwellaat ar c’hempenn ha roiñ talvoudegezh dezhañ, evel ur gevrat karbon er c’horn-bro.