Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

E Limur, un diskouezadeg evit gober anavedigezh get ar savouriezh

Touristerezh
05/01/2024
in
Betak miz Meurzh e vo degemeret ar vugale en ostel prevez Limur e Gwened, evit ur splujadenn e bed an arkitektouriezh.

Get ur jiletenn àr o c’hein, ur c’hreion en o dorn, setu al lantouzerion é krabisat o groñj e saloñsoù an ostel Limur, kreizenn an tolpad-kêrioù evit displegiñ ar savouriezh hag ar glad. Ha souezhus-eston eo ar pezh a za a vout urzhiet dezhe just a-walc’h…  Get “Brav ! Un ti bras”, empentet get Kêr ar Savouriezh, emañ kouviet pep bugel d’em lakat e korf un arkitektour evit sevel tresoù un ostel prevez diàr urzhioù ur feurmour, ur spered diaes a-walc’h a zen anezhoñ… Tra ma karehe ur skrivagnour endevout ur pezh sioul a-ratozh evit skriviñ, e c’houlenn ar brientinez bout ur saloñs-degemer evit gwelet ar straed hag an engroez a vez boemet gete !

Gober anavedigezh get ar savouriezh

An diskouezadeg-atalier-se, soñjet evit ar vugale etre 7 ha 12 vlez, a ginnig d’ar weladennerion yaouank c’hoari ha pleustriñ evit gober anavedigezh get ar savouriezh dre weladenniñ Limur hag embreger razh skoroù an dud a-vicher e bed ar sevel-tier : maketennoù, uhelennoù, tresoù… Un abadenn digor d’ar familhoù ha d’ar c’hlasoù, o soub e bed ar savouriezh dre arnodiñ ha deskiñ àr un dro.

Sterioù an Istoer

Un abadenn a-ratozh evit ar skoliaded (skol-vamm ha KP), diazezet àr ar pemp skiant, zo bet empentet get an hantererion abalamour d’ar vugale da intentiñ savouriezh dibar Limur en o mod dezhe. Danvezioù arrebeuri evit ar saloñsoù da douchiñ, frondoù ar gegin da c’hwezhiñ, peotramant trouzioù drol en trepas… soñjet eo ar weladenn evel ur gouviadenn da gemer perzh e buhez pamdeziek an 18vet kantved, un dizoloadenn istorel ha n’eus ket par dezhi !

Evit gouiet hiroc’h : www.ciap-limur.bzh/exposition-temporaire

KDSG Limur : 31 straed Thiers, Gwened. Monet a-barzh digoust (diskouezadegoù pad ha berrbad). Abadennoù get un hanterour a vez kinniget e-pad ar vakañsoù-skol (4€). 02 97 44 52 02
 ciap-limur@gmvagglo.bzh

 An diskouezadeg zo evel ur splujadenn e bed ar savouriezh.