Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Kenweturiñ : An Tolpad a zalc’h get e hent asambl get Blablacar Daily

Monedone
30/09/2024
in
Nevezenti vat ! Dalc’het e vo get ar c’houlzad kenweturiñ a oa bet roet lañs dezhoñ get an Tolpad en distro-skol 2023, e kenlabour get an arload hezoug BlaBlaCar Daily.

Ar skoazell argant-se, kinniget d’ar genweturerion, zo ur mod efedus da vihanaat an dremeniri dre ar c’hornad, ha daet e oa brav kentizh ha ma oa bet lañset. Hogozik 1 753 563 km a vehe bet troc’het dre genweturiñ dre ar c’hornad a-c’houde miz Gwenholo 2023, hervez jedadennoù an arload, ha 422 933 a giloioù dilaoskadennoù CO2 a vehe bet arboellet er mod-se.

Dalc’het e vo da brofiñ an hentad d’ar beajour pedet ha da c’hopriñ ar bleinour : sot e vehe chom a-sav pa dro ken brav an traoù…

 Evit gouiet hiroc’h : https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/covoiturage