Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

DANVEZ ZO en ho tiriad !

Lastez
29/06/2021
De la fourche à l'assiette
Ober gant nebeutoc’h a bakadurioù, chom hep kalavriñ, monet pelloc’h get an adaoziñ, aesaat an adimplij… An tolpad, e darempred gant an AAEME (Ajañs an endro ha mestroni an energiezh), a ouestl lakaat e diriad da arboell an danvezioù.

Mennet eo dreist-holl d’ober àr-dro an danvezioù bevdolz (dilerc’hiadoù organek ha plant) ha maenek (materi diàr distruj hentoù pe savadurioù). Laket e vo ur programm 28 ober da dalvezout en tri blez a za.  Lod zo bet lakaet e pleustr c’hoazh, evel an difi « ag ar forc’h d’ar fourchetenn » : an tolpad a sikour ar c’hantinoù d’en em bourveziñ dre ar rouedadoù berr ha d’ober get produioù doc’h ar c’houlz. Er memes tro e vez kizidikaet ar skolidi d’ar c’halavriñ boued. Emañ ivez e soñj harpiñ ar c’humunioù da gempenn o glazvezegoù, dre vroudañ an dud da liorzhiñ en ur mod naturel, staliiñ skloturioù get plant, ha kement zo.