Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Labourioù : taolit evezh doc’h an difraeerezh flodus !

Endro
11/11/2020
Demarchage
Goulenn a reer get an annezidi teurel evezh doc’h an embregerezhioù a ginnig labourioù difuiñ, pompoù gwrez ha panelloù fotovoltaek : muioc’h-mui a zifraeerezh flodus zo. Er gêr pe dre bellgomz, e-leizh a dud zo bet gwazh a brezegennoù gwerzh get kevredadoù ha n’int ket gwall chalet get al lezennoù. Darn anezhe a lavar zoken ec’h int stag doc’h ar velestradurezh publik, doc’h ur ministrerezh, pe ec’h int kevelerion an TK pe an AAEME, ha ne varc’hatont ket da implijout un anv ofisiel (ensavadur broadel..., kreizenn..., ajañs Frañs...). Re arall c’hoazh a ginnig labourioù « emargantet ». Evit gwir e vez anv a brestoù d’ar beveziñ, get feurioù dirañson a-wezhioù. Ar c’hevredadoù-se a laka àr wel ur c’houst null a-benn ar fin, abalamour da emvevezerezh an tredan produet pe d’ar werzh anezhañ. Un itrik diazezet àr un dreististimadur ag an emveveziñ.

PENAOS EM WAREZIÑ ?

Ma reer ur c’hinnig kenwerzh deoc’h e alier deoc’h chom hep siniñ na baeiñ netra d’an deiz-se end-eeun. Mat eo gouiet e c’hell ar berc’henned o deus sinet un teul bennak em zislavaret e-pad 14 devezh (nemet er foarioù, er saloñsoù...). Rekis-holl eo goulenn ur rakpriz resis hag a veneg ar c’houstoù staliiñ, ar servijoù kinniget ha koust ar prest d’ar beveziñ. Gwell eo goulenn servijoù embregerezhioù lec’hel ha gwiriiñ o barregezhioù hag o asurañsoù. En tolpad zo ur c’huzulier evit an energiezh hag a c’hell studiiñ ar rakpriz ha teurel ur sell neptu àr greadusted ar staliadur a-raok deoc’h siniñ ur gevrat get un den a vicher. Gellout a reer ivez goulenn ali ar c’hevredigezhioù bevezerion hag ar c’hreizennoù danvez : get ar re-se e vez degaset e-leizh a respontoù pleustrek a-zivout priz ar staliadurioù, ar prizioù adpreniñ tredan, ar reolennoù, ar c’horvigelloù, an asurañsoù…

Darempred : kuzulier an tolpad evit an energiezh : 02 97 68 28 11 pe infoenergie@gmvagglo.bzh Burev-pad dre bellgomz e-pad ar c’hogniñ : d’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener a 10e da 12e hag ag 1e30 da 5e30 gk.

Alc’hwez : Ma reer ur c’hinnig kenwerzh deoc’h, arabat siniñ na paeiñ netra d’an deiz-se end-eeun.