Diwezhañ
Kalite an dour : kouronkiñ, trankil ha sioul
Get 43 sablenn ma c’heller kouronkiñ àr an aod, n’eus ket diover a lec’hioù brav er c’hornad evit monet da ebatal en dour.
Evit bout sur a galite an dour e c’hell ar gouronkerion kontiñ àr an tolpad karget da veriñ an dour amañ. Evit gwir, àr ar mem tro get Ajañs rannvroel ar yec'hed (ARY) hag a ra àr-dro kontrolliñ an dour e Mor Bihan Gwened hag a-hed ar Mor Atlantel, adal Mezheven betak Gwengolo, e vez graet testoù oc’hpenn hag ent-resis get an tolpad. Da-heul prantadoù arnev bras, da skouer, e c’hell bout stank a gaouadoù dour glav. Rak er mor em gav ar pezh a daolamp en argrec’h… Àr an aod e vez ar gouronkerion a-unan get ar valeerion… ar mem re lies-mat, pa daolant evezh da stepel an dilerc’hioù hag an difankadennoù chas er boubellenn !