Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ur splujadenn a-barzh bed sonerezh Breizh en Akwagolf

Sportoù ha diverrañsoù
12/04/2024
fn
Tan dezhi get un ton gavotenn àr ribloù ar poull bras ? Souezhusat soñj… Neoazh, en Akwagolf an Elven e vo lidet gouel Breizh evit an eilvet gwezh, d’ar 17 a viz Mae. Dorioù ar poull-neuñval, tachad diverrañsoù ha c’hoarioù digor d’an holl, a vo digoret bras evit ur splujadenn e bed sonerezh Breizh.

Sot oc’h get sonerezh elektro Breizh pe ar gwinizh-du, un neuñver gourdon zo ac’hanoc’h, gwisket get ho pragoù jean pe ho sae-kouronkiñ… dait d’an abadenn-mañ, digor d’an holl ! Adal 5 eur e vo gortozet an dud da zeskiñ dañsal, c’hoari ha goureniñ. Àr-lerc’h al lodenn gentañ-se hag a vo digoust, e vo tro ar Fest-noz adal 9e noz.

Ar strollad Plantec, brudet evit e donioù elektro-hengounel, ar c’houblad merc’hed yaouank Koulma ar Gall ha Loeiza Gouret hag o sonennoù da zañsal ha Bagad an Elven a ray gwagennoù àr al leur dañs…

Evit gouiet + https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/fest-noz-aquagolfe-elven

Prizioù evit ar Fest-noz adal 9e noz : oadour 7,40 € / bugel 4 € / strollad 5 den 29,60 €

 An dañserion é sailhat en dour…
© Eric Legret