Diwezhañ
Jobconjoints.bzh, al lec’hienn gentañ evit sikour ar priedoù da gavout labour

En orin Jobconjoints e oa un dra bet gwelet get ul lod kaer ag an embregerezhioù é kreskiñ er c’hornad : diaes e vez tuta kenlabourizion, un tamm mat abalamour da labour ar pried.
Evit derc’hel kont ag an dalc’h-se a zo get an tuta e tegas ar gumuniezh tolpad-kêrioù un diskoulm nevezus get al lec’hienn www.jobconjoints.bzh a oa bet roet lañs dezhi e penn-kentañ 2017. Ur savenn enlinenn zo anezhi, ma kaver profiloù ar priedoù laket en ur rouedad ha kinnigoù labour an embregerezhioù a Greisteiz Breizh hag a gemer perzh er wikefre.
Evit gwir e c’hell un embregerezh ag ar rouedad lakat he c’hinnigoù labour enlinenn ha bout paeron pried ur c’henlabourer nevez dre zigoriñ ar savenn dezhañ pe dezhi. Er mod-se e c’hell ar pried lakat e anv, e CV ha respont da ginnigoù enlinenn an embregerezhioù keveler. Oc’hpenn 150 embregerezh a zo er rouedad hiziv an deiz.
Ur gwir ostilh eo Jobconjoints evit sikour embregerezhioù an tiriad da zedenniñ kenlabourizion nevez. Setu ma oa em dolpet meur a gevelour en-dro d’an difrae-se rak kant neudenn a ra kordenn. Kinniget o doa astenn an diazad labour da zouar Kreisteiz Breizh a-bezh. Kumuniezh-kumunioù An Alre Douar Atlantel, an teknopol Vipe, ajañsoù diorren Audélor ha Quimper Cornouaille Développement, ar MEDEF hag ar strolloù implijerion Vénétis ha Cornoualia a gemer perzh er raktres-se, kenurzhiet get ar gumuniezh tolpad-kêrioù.
Razh an embregerezhioù zo kouviet da vont a-barzh ar rouedad-se, ha diàr-se da gemer lod e diorroadur ekonomikel ha hoalusted an tiriad.
Evit gouiet hiroc’h : www.jobconjoints.bzh