Diwezhañ
Mys’Terre ar Mor Bihan diorroet e stumm un arload

En hor bro e chom kevrinoù ha trezolioù ha n’int ket anavet c’hoazh get an dud. Perak ne dehec’h ket da-heul an avantur, àr o roudoù, da veajiñ en egor hag en amzer ? Ar c’hoari hentad glad Mys’Terre ar Mor Bihan zo e stumm un arload bremañ.
Achu get ar paper, an abadenn-c’hoari mod escape game savet e 2020 get an tolpad-kêrioù a c’heller implij get ar poellgomzer diàr vremañ. Get ar stumm niverel-mañ, etreoberiatoc’h, muioc’h dre soubidigezh, bouetet get stankoc’h a deulioù istorel, e vehet kaset a ditour da ditour da zizoloiñ perlezennoù istorel ha naturel dianav ag ar Mor Bihan. Hag àr-lerc’h bout bet ho peadra da vamiñ e Lanneier Lanvaoz hag e doureier sordet ar C’hornôg… e c’hellehet gwiskiñ ho potoù basket arre kar un trede avantur zo edan arriviñ e miz Genver.