Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Sevenadur, sport, endro… emgavioù ar skoliaded

Sportoù ha diverrañsoù
30/09/2022
Natation scolaire à Aquagolfe Vannes-Kercado
Peseurt liamm a zo etre un abadenn neuñval, ur sortiadenn e-bourzh ur c’hatamaran hag ur stal-skritur ? Get an tolpad-kêrioù e vez aozet an holl sortiadennoù hag abadennoù-se evit ar skoliaded. Get ar strollegezh da skouer e vez kinniget hag argantet 10 abadenn neuñval da bep skoliad KP, KD1 ha KD2 ag an tolpad. Doc’h o zu e c’hell ar skoliaded KE1 ha KE2 tañva plijadurioù ur sortiadenn optimist pe katamaran get 6 abadenn bep blez.

Àr an dachenn sevenadurel e vez lusket ar blezad get ar programm Déclic Mômes hag a ginnig d’an arvesterion vihan ur c’houlzad sinema, arvestoù bev… Prantadoù kelenn arzel ha sevenadurel a ya da glokaat ar programm kejadennoù arzel, stalioù-skritur, kan, dañs ha kement zo. Evit achuiñ, ha pa ouier a-walc’h e tay an dud yaouank a vremañ da vout keodedizion an amzer-da-zonet, e vez kinniget dezhe abadennoù-kizidikaat da gudennoù an endro, àr dem an dilerc’hioù, er c’hlasoù peotramant e bus an endro a ya da gejiñ gete.