Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Busoù digoust evit an dud a ya get an tren

Monedone
03/04/2023
in
Krog omp get al labourioù a-c’houde penn kentañ ar blez evit ar Pol Eskemmoù Liesvod (PEL) e gar Gwened, dreist-holl ar pezh a sell doc’h douariñ ar rouedadoù e karter hanternoz ar gar. Ec’h omp e-sell d’ober labourioù en tachad-se e-pad ar blez hag adal 2024 er c’hreisteiz.

Kuit d’an dud a gustum monet get an tren da vout direnket betek re get ar chanter bras-se e kinnig an Tolpad-kêrioù busoù digoust da aesaat dezhe monet d’ar gar. A-c’houde fin miz C’hwevrer e vez busoù a-ratozh bemdez àr ar sizhun, da 5e30 ha da 8e30 da vintin, da gas an dud a gustum monet get an tren, a barklec’h Biler d’ar gar. Evit monet get unan ag ar busoù-se a loc’h bep 10 munut e c’heller lezel ar c’hirri àr unan ag ar 400 plas a zo er parklec’h. Da noz e taer en-dro get al linennoù ordinal 4 ha 7 ag ar rouedad Kicéo. Digoust eo ar veaj-se adal ma tiskouezer ar baperenn distro a vez roet d’an dud da vintin, betek ar bus diwezhañ, da lâret eo 8 e 45 da noz er gar.