Diwezhañ
Bec’h d’ar bailhoù, ha prest oc’h ?… Rotelit !
En ur ranndi ivez… Posupl eo !
Ec’h oc’h é chom en ur ranndi ha c’hwi a gav geneoc’h n’eo ket ar roteliñ en amen deoc’h ? Em vankiñ a rit. E darempred get hoz amezeion, ho feurmour pe ho sindikad kenberc’henniñ e c’hellit goulenn ma vo staliet ur roteler a-stroll. Donet a ray gwazourion ag an Tolpad-kêrioù da welet penaos staliiñ ur roteler àr al lec’h ha doc’h an dro e vo laket ho het e pleustr. An dud a vicher a faot dezhe bout bailhoù roteliñ a c’hell goulenn get an Tolpad-kêrioù ivez.
PETRA LAKAT EN HO ROTELER ?
Glazaj (deilh marv, bokedoù gweñvet, parroù-gwez…), dilerc’hioù kegin (plusk, klor uioù flastret, markoù kafe ha siloù, sac’hadoù te…), friliennoù paper, kartoñsoù bihan ha n’int ket moullet, follennoù paper kazetennoù…
Gwell eo chom hep lakat : geot touzet, restajoù kig ha pesked, boued mor ha kregin, ludu koad, kac’hadennoù loened, gouzer, seier plastik (ha bout ma vehent bevzispennadus), ha kement zo.