Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

Participez à la création de comités de lecteurs brittophones

Sevenadur
03/06/2020
Participez à la création de comités de lecteurs brittophones
Bepeilpennet eo an deizater sevenadurel, èl rezon, me ne bara ket doc’h ar sevenadur ag en em staliañ en tier.

Téléchargez le bulletin d’inscription

War un-dro gant Ti ar Vro Gwened hag ar stal levroù Lenn ha Dilenn, tolpad-kêrioù Gwened a ginnig deoc’h kemer perzh e strolladoù lennerien e brezhoneg. En em vodañ a ray ar strolladoù-se ur wezh pep trimizaid evit dibad 3 levr.

Evit lakaat ho anv, netra aesoc’h ! Klokait ar feurmskrid e liamm, ha kentizh evel ma vo tu d’en ober, eh aimp e darempred ganeoc’h.

UR STROLLAD EVIT PIV HA PETRA ?

PETRA 

A-barzh pep strollad e vo brezhonegerien a blij dezhe lenn hag a vo kontant en em vodañ ur wezh pep trimiziad evit eskemm a-ziwar ar levroù o do lennet, a-benn kinnig un dibab oberennoù da lakaat war wel.

Dibaboù ar strolladoù a vo kinniget war ar pajennadoù dleet da sevenadur Breizh war lec’hienn Tolpad –kêrioù Gwened.

PIV

C’hwi, ne vern peseurt oad oc’h, mad oc’h brezhoneger.

EVIT PIV

Servij a ray ho tibab d’ar vediaouegerien da lakaat war wel « bam d’ar galon » ar lennerien. Implijet e vint ivez gant an Tolpad-kêrioù evit programmañ Déclic « expression livre ». Gellet a ray bout dedennus ivez evit ar gelennerien divyezhek da raktresañ emelloù er skolioù. 

PEGOURSbb

En em vodañ a ray ar strolladoù ur wezh pep trimiziad adal miz gwenholoñ 2020. Emgavioù lennegel gant ar skrivagnerien a c’hello bout raktreset ivez.

E MEN

E Ti ar Vro Bro Gwened, er mediaouegoù, en Tolpad-kêrioù…

Da c’hortoz, kasit ho soñjoù hag ho kinnigoù.

Gellet a rit mont e darempred gant  Agathe LOUIS, servij sevenadurioù Breizh ha glad dizanvezel ar Mor Bihan – Tolpad-kêrioù Gwened  a.louis@gmvagglo.bzh – 06 71 07 77 17. Evit en em enskrivañ.