Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Treizherion Vihan : Alexandra, kabitenez he mousc’hoarzh

Touristerezh
30/06/2023
Treizherion Vihan : Alexandra, kabitenez he mousc’hoarzh
Etre miz Ebrel ha miz Here e kinnig an Dreizherion Vihan treizhadennoù àr vor etre kal Koulev e Gwened hag hani Barrarac’h e Sine, hag etre Moñsarag e Sine hag an Treizh e Sant-Armel.

Un nebeud munutennoù àr zour zo trawalc’h evit em gavet e Gwened pe e ledenez Rewiz hag evit kas pelloc’h un achapadenn vihan àr droed pe àr varc’h-houarn. 300 metr hepken emañ an dreizhadenn àr vag etre Koulev ha Barrarac’h, e-lec’h 17 kilometr emañ an hent àr zouar ! Àr vourzh e c’hellit kejiñ get Alexandra, 45 blez, a zo e karg ag an treizhadennoù eno a-c’houde 2019. A-bad ar goañv eo istrourez e Lokmaria-Kaer, mes bep blez en nevezamzer e wisk he dilhad kabitenez evit degemer ar veajourion ha roiñ alioù dezhe doc’h o ezhommoù. « Àr vigi bihan evel homañ (12 den d’ar muiañ a c’hell monet àr ar vagig, get o marc’h-houarn) e c’hellan kaozeal evit gwir get an dreizhidi » emezi. « Neuze e c’hellan ranniñ ma anavedigezh ag ar c’hornad ha roiñ erbedadennoù àr an hentadoù pe àr an doareoù gwellañ da zizoleiñ Taskon, an Arzh pe Enizenac’h ». Sammiñ ar veajourion hag ar beloioù e-bourzh, o dilestriñ, ar surentez e-bourzh, sturiiñ ar vag... Alexandra a ra àr-dro kefridioù a bep sort, moursc’hoarzhus bepred, eürus é vout àr vor.