Diwezhañ
Adkempenn an dourredennoù
Setu ar pal : bihanaat ar riskl a zic'hlann, kreñvaat ar vevliessorted, paraat doc’h an enezigoù toemmder hag ar sec’hor. Dre ma’c’h eus dourredennoù dre an tiriad a-bezh, e sell al labourioù-se doc’h an dud prevez ivez, evel Jean-Philippe a zo labourer-douar e Ploveren. Àr unan ag e zouaroù, a implij evit sevel e dropellad buoc’hed-bronniñ, eo bet an tolpad-kêrioù é labourat. « Pa oant daet da ginnig an dra-se din, em boa asantet doc’htu, ha me da c’houlenn perak ne oa ket bet graet 10 vlez zo mem ! », eme al labourer-douar. « Gleb-gleb eo an douar peuriñ amañ, a-gaoz ma ta an dour da ziveriñ ag an argrec’h. Tapet e oa ma loened get drougoù karn. Ha dre forzh tremen e oa krignet ar riolenn get ar saout. »
En arbenn ag al labourioù boulc’het e mizioù Gwengolo ha Gouel-Mikael, paeet get an tolpad, ec’h eus bet gellet adroudenniñ an dour e lec’hioù zo, krouiñ tachadoù tremen suraet evit al loened ha lec’hioù ma c’hellont evet dour hag adtresiñ an dourredenn kuit na vehe stanket get al lec’hid. Gouiet a-walc’h a ra al labourer-douar e ranko pasiantiñ c’hoazh e-raok gwelet an efedoù. Ha labour vo « evit gouarn an dourredenn, dav e vo kempenn ar glazadur. » Mes talviñ a ra ar boan : « Douar peuriñ evel henañ en deus talvoudegezh vras evit miret ar vammenn dour. Dav eo gwelet ar binvidigezh zo aze, ha n’eo ket ar rekiz ! »