Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Un taol sikour evit monet gwelloc’h àr velo

Sportoù ha diverrañsoù
03/04/2023
Savoir rouler à vélo
Da gentañ… chom sonn. E-raok gelliñ monet àr velo d’ar skolaj emañ krog ar 1 060 skoliad e CE2 er blez-mañ get ar programm Gouiet monet àr velo.

Rekis eo dezhe deskiñ bout mestr àr o marc’h-houarn, stardiñ pe chañch hent. Ar bazenn gentañ evit ar re yaouank-se, etre 7 ha 9 blez, ha ne vez ket aes dezhe dalbezh monet àr velo. Ur wezh desket an traoù kentañ-se emañ ret dezhe anaout ar reolennoù evit monet ha donet àr an hentoù foran hag ar jestroù mat evit monet e surentez. Faotiñ a ra d’an Tolpad-kêrioù broudiñ ar re yaouank a zo é veviñ ennañ da vonet àr velo, an dra-se zo kaoz en deus kinniget ar stummadur-se, 10 euriad kaset en-dro get tud ar c’hevredigezhioù Véloce Vannetais Cyclisme ha Team La Crêpe de Brocéliande e Gregamp, da 51 a glasadoù CE2. Prenet e oa bet un hanter-kant marc’h-houarn bennak get an Tolpad-kêrioù evit an abadennoù-se.