Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ur raktres nevezus ? Dait da Incub’Activ !

Ekonomiezh
27/06/2022
in
Evit krouiñ un embregezh n’eo ket a-walc’h kaout AR soñj mat.

Evit kas ur raktres da benn e vez dav sevel ur rakvudjed, klask skoaziadoù argant, gober get ur strategiezh kenwerzhel, sevel ur steuñv kehentiñ... Kement-se zo kaoz e oa bet krouet Incub’Activ get an tolpad-kêrioù, asambl get an Technopole Vipe. Er c’horerez mennozhioù-se e c’hell an den bout harpet en ur feson hiniennel a-bad tri miz, hag evel-se bout sikouret da gas àr-raok e soñj nevezus betek krouiñ e embregerezh. E miz Here e vo roet lañs d’ar pevare remziad, goude ma vo bet dibabet ar raktresoù e miz Gwengolo. Da c’hortoz gellout monet àr ar renk e deroù miz Gwengolo e c’hellit (ad)lenn petra eo meizad Incub’Activ er lec’hienn entreprendre-golfedumorbihan-vannes.bzh