Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

DILEURIADUR AR SKOAZELLOÙ D’AL LOJEIZ

E 2006 e oa bet karget an tolpad-kêrioù da veriñ ar skoazelloù d’al lojeiz. Aesoc’h e vez e-giz-se evit an etrekumunelezh lakaat he frogamm lec’hel evit al lojeiz (PLL) da dalvout. Dre-se e ver honnezh, evit kont ar Stad, programm an annezioù sokial hag an argantiñ anezhe er c’horn-bro, hag ivez argant Ajañs vroadel an anneziñ (ABA) evit kement tra a sell ouzh al labourioù da wellaat an annezioù prevez (espern an energiezh enne, o lakaat da droadiñ gant ezhommoù an dud kozh pe nammet, tretiñ an annezioù disasun, sikour ar genberc’henniezh, siniñ emglevioù gant ar berc’henned a feurm o annezioù, ha kement zo).