ENSAVADUR
Actions de développement économique
Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù a harp an embregerion hag obererion an ekonomiezh pa ziorroont o obererezh evit krouiñ pinvidigezh hag implijoù er vro.
An neveziñ e-kreiz ar c’horn-bro
Da vegon ar c’horn-bro da badout e ranker a-grenn plediñ gant embregerezhioù an amzer da zonet ha pourchas binvioù da sikour krouiñ ha diorren filierennoù obererezh nevez. Evit kement-se e tleomp krediñ en neveziñ. En tolpad-kêrioù zo magerezhioù evit an embregerezhioù yaouankañ. Eno e kinniger dezhe salioù, servijoù boutin, kuzulioù hag argant, dezhe da greskiñ diouzh ar gwellañ. Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù a laka ivez atalieroù ha burevioù e-kerz an embregerion, e tachenn Keravel, e Lokeltaz.
A-hend-arall e vez kinniget ur sikour difer d’an embregerezhioù nevezusañ gant an teknopol VIPE Gwened. Argantet eo ar gevredigezh-se gant an tolpad-kêrioù, ha sikour a ra diorren filierennoù obererezh nevez hag a grou pinvidigezh hag implijoù.
Eeunaat ar staliiñ d’an embregerezhioù
Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù a faot dezhañ sikour krouiñ ha diorren an obererezh ekonomikel en e diriad. Evit ober an dra-se e tegemer, e kuzuilh hag e stur ar pennoù embregerezhioù a glask ul lec’h, hag e ra e seizh gwellañ evit aesaat ar staliiñ dezhe. Ur renerezh gouestlet d’an ekonomiezh zo en tolpad-kêrioù. Hennezh a ro titouroù a-zivout an tiriad, ar pezh a c’heller ober eno, an tachadoù lañsus evit en em staliiñ, hag ekonomiezh ar c’horn-bro. Sklêrijenniñ a ra an embregerezhioù a-zivout ar frammoù-danvez, diouzh ar c’hefridioù anezhe.
Ar skoazell d’ar c’hevredigezhioù da ziorren an ekonomiezh
Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù a ro skoazelloù argant d’ar c’hevredigezhioù a ziorro ekonomiezh ar c’horn-bro, evel ar BGE, Intrudu Gwened, ar c’h-KGIE pe c’hoazh VIPE Gwened.