Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Koust tretiñ ar lastez a ya àr gresk

Lastez
27/06/2022
in
Tretiñ ar lastez zo un dalc’h a bouez-bras evit razh ar strollegezhioù. Àr gresk ec’h a ar c’houst anezhañ e pep lec’h a-gaoz ma vez brasoc’h-bras ar c’hementadoù lastez, a-gaoz ma vez nebeutoc’h-nebeut a lec’hioù endouariñ, hag a-gaoz ma kresk hep paouez ha dre heg an telloù savet get ar Stad. Rak uheloc’h-uhel emañ an Taos Hollek àr an Oberoù Saotrus, da lâret eo an telloù savet get ar Stad àr endouariñ ar lastez : etre 2020 ha 2025 e tremeno a 18€ dre donenn endouaret da 65€, ur c’hresk a 360 % e-korf pemp blez.

Er blegenn-se e rank an tolpad-kêrioù kemmiñ an telloù en e diriad. Feur Taos Dastum ar Lastez-Ti (TDLT) a vo uhelaet kentizh ha miz Gwengolo 2022. Holl ar berc’henned a vo cheñchet o zailhoù. Bras-pe-vrasoc’h e vo ar c’hemm-se doc’h ar gumun e-lec’h ma’c’h int é chom, rak ag an eil kumun d’eben e vez cheñch-dicheñch ar feurioù. Emañ an tolpad é labourat evit ma vo hañval ar feur e pep lec’h a-benn 2025.

Bihanaat e lastez ha diveskiñ gwelloc’h

Evit taliñ doc’h ar c’hudennoù stag doc’h tretiñ ar lastez eo dav lakaat muioc’h a boan evit ma vo bihanaet ar c’hementad anezhe. Bemdez e c’hell pep unan bout lod get jestroù simpl : gober kentoc’h get pakadurioù hag a c’heller implijiñ meur a wezh, lakaat muioc’h a soursi get an diveskiñ, roteliñ an dilerc’h ag ar boued… Strivoù stroll hepken a c’hell bout evit ur sort dalc’h evit an amzer da zonet.

Petra eo an TDLT ?

Get Taos Dastum ar Lastez-Ti e vez argantaouet koust dastum ha tretiñ ar lastez. Paeet e vez get kement perc’henn en deus ur mad edan an taos àr ar font. Jedet e vez diàr gwerzh feurmiñ ar mad-se. Cheñch-dicheñch e vez e feur ag an eil kumun d’eben. Emañ an tolpad-kêrioù é labourat evit ma vo damhañval ar feur-se e razh e gumunioù a-benn 2025.

Sifroù pennañ :

20 000 – An niver a donennadoù lastez an tier a vez douaret bep blez

50% -  An hanter ag ar poubellennadoù a c’hellehe bout talvoudekaet

30% - Un drederenn ag ar poubellennadoù zo lastez organek mat da roteliñ