TIRIAD TAMM LASTEZ EBET FORANEREZH EBET
Gant ar Programm lec’hel evit dizarbenn al lastez lañset e 2017 ec’h eus bet roet ur gwir lusk tiriadel evit tizhout ar palioù lakaet gant al lezenn Cheñchamant energiezh evit ar c’hresk glas. Unan a dibarderioù ar programm-se zo bet al liamm etrezañ hag an Agenda 21 ha Steuñv hin, aer, energiezh an tiriad (SHAET).
Ur programm obererezhioù emeur é studiiñ
Un digarez a-feson eo al label Tiriad dilerc’h ebet foranerezh ebet bet tapet e dibenn 2015 evit adstagiñ gant ur raktres nevez troet diàr vremañ trema un argerzh evit diorren an ekonomiezh kelc’h. C’hoant en deus an tolpad-kêrioù em ouestliñ àr dachenn ar politikerezh ha dirak an holl en ur grouiñ ur raktres obererezhioù nevez.
Gant ar raktres-se e c’hellimp :
- kenderc’hel da lakaat an obererion lec’hel d’ober traoù hag o c’hizidikaat evit digreskiñ al lastez hag evit diorren an adaoziñ
- harpiñ adimplij ha dresiñ an traezoù kozh
- digreskiñ produerezh an dilerc’hioù organek hag asuriñ e vo talvoudekaet an dilerc’hioù e lec’hioù tost
- stourm evit ma ne vo ket foranet boued ha harpiñ ur beveziñ lec’hel ha padus
- sevel ur gwir genlabour gant an obererion ekonomikel
- kreskiñ an adaoziñ en ur lakaat hentadoù nevez àr-sav
- termeniñ ar mod ma c’hello emdreiñ argantadur ar servij evit ober anezhañ ur benveg tre evit tizhout ar palioù lakaet.