Diwezhañ
An Tolpad-kêrioù a gemer preder get e riolennoù
Soursial doc’h stad vat ar riolennoù ha gwarez an ekoreizhiadoù daet da vout bresk a-gaoz d’ar c’hêraoziñ. Setu aze unan ag ar c’hefridioù e dalc’h an Tolpad-kêrioù a-fet meriñ ar meteier dour ha dizarbenn an dic’hlannoù-dour. Evit dont da benn ag ar gefridi-se ec’h eus savet ur programm oberoù ma rakweler adkempenn riolennoù a-hed oc’hpenn 250 kilometr dre an tiriad a-bezh a-benn 2027.
Stêrioù ar Loc’h, ar Sal, ar Visenn, ha riolennoù ar Genkiz hag ar Viler a vo soursiet doc’hte er blez-mañ.
Stêrioù ar Loc’h, ar Sal, ar Visenn, ha riolennoù ar Genkiz hag ar Viler a vo soursiet doc’hte er blez-mañ.
Un diskourr ag ar gwez a zo bet graet dija àr o ribloù dre ma virent an dour a redek. Bremañ e vo kemeret tro ag an nevezamzer evit plediñ da vat get ar riolennoù ha roiñ ul lañs nevez dezhe. E lec’hioù zo e vo lakaet kerreg evit kreskiñ ar fonnderioù hag e lec’hioù arall e vo graet get ar balerezh evit adtresiñ kildroennoù aet diàr wel. Estroc’h evit adkavout kalite ha bevliesseurted ar meteier dour, ar chanterioù-se a dalvo da zizarbenniñ an dic’hlannoù-dour pa vez gwallamzer. Fozioù ha « tachadoù kompeziñ » a vo kempennet evit aesaat euvriñ an dreistad dour. Mod-arall e vo staliet pe chañchet savadurioù bihan evel korzennoù pe pontoù.