Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ar c’hKDSG zo krog da gemer stumm

Touristerezh
08/04/2022
ciap
E miz Meurzh 2022 e vo digoret Kreizenn Displegiñ ar Savouriezh hag ar Glad (KDSG).

Tapout al label Bro Arz hag Istor, setu petra a venn an tolpad hag ar 34 c'humun a zo ezel anezhoñ. E-mesk an oberoù kaset da benn evit an emstrivadur-se e kendalc’h ar strollegezh get chanter Kreizenn Displegiñ ar Savouriezh hag ar Glad (KDSG) boulc’het asambl get Ti-kêr Gwened. En Ostel Limur e vo staliet ha lakat a ray glad puilh hor c’hornad-bro àr-wel. Greomp un tamm tro ag al lec’hioù kent ma vo digoret ar greizenn ent-ofisiel e miz Meurzh-mañ ‘za.

A-rez an douar e vo al lec'h degemer a gaso ar weladennerion trema div sal a-zivout istor a-vremañ Gwened hag ar Mor Bihan. Ur sal bedagogel a vo el live-se ivez, a-ratozh-kaer evit skolidi an tolpad. En estaj kentañ e vo un diskouezadeg pad a zisplego emdroadur Gwened e-kreizig-kreiz he bro. A bep seurt ostilhoù liesvedia, maketennoù, skeudennoù tennet ag an dielloù, letrinoù da zornata a vo, d’ar weladennerion da c'hellout gwelet edan o daoulagad ar gêr é sevel a-hed an amzer, he ramparzhioù, he savadurioù aroueziek, he forzh-mor... Ostilhoù pedagogel ha bourrus àr un dro a c'hello an dud a bep oad gober gete. Displeget e vo ivez penaos e oa em stummet geologiezh ar Mor Bihan, ha diskouezet e vo al liammoù kreñv a zo etre he douaroù hag ar mor, da glokaat ar weladenn. Ur sal soubidigezh a vo ivez, ma vo bannet skeudennoù ag obererezh Mab-den dec'h ha hiziv.

En eil estaj e vo un diskouezadeg verrbad a-zivout ar renabl perzhiiñ kaset da benn get pareoù tud a-youl-vat er mare-mañ, evit niveriñ razh al lec'hoù glad ag an tolpad-kêrioù. Skipailhoù ar c’hKDSG a labour ivez àr ur programmadur sevenadurel « e-maez ar murioù » hag a vo kinniget dre an tolpad a-bezh, e darempred get ar c'humunioù, ar c'hevredigezhioù, an arzourion hag obererion all ag ar vro.